Tumgik
svdlise · 3 months
Text
Sciences time club
conversation 1 : How can we give a name to a new species ?
0 notes
svdlise · 8 months
Text
SVD eilvet /LES second grade 2023-2024
Degemer mat a hetan deoc’h er blog, eilvead/eilveidi RUZ ar bloavezh mat ! Amañ e kaviot ar pezh bet graet e-pad ar prantadoù, ar pezh a vefe d’ober ha liammoù davet lec’hiennoù internet dedennus.
Tem Korf-den ha yec’hed
tennad II Hiliadur ha sekselezh-den
S24 https://questionsexualite.fr/choisir-sa-contraception/ma-contraception-et-moi/tableau-comparatif-pour-vous-guider-dans-votre-choix-de-contraception
pennad A Ar c’horf-den eus ar frouezhusadur d’ar gaezouregezh
pennad B Empenn, plijadur ha sekselezh
S26
vimeo
pennad CH Hormon hag hiliadur
tennad I Mikro-organegoù ha yec’hed
S3 Degemer. Lañsañ ar bloavezh gant ur modelizadur analogel evit drevezañ red ur virus nevez en ur boblad hag hini ur virus en ur boblad gwarezet gant un dregantad disheñvel a dud vaksinet.
Diazezet eo al labour-mañ war ur pennad eus ar CNRS
D’ober : pep hini ac’hanoc’h a rank sevel ar grafik, peder c’hrommenn enni gant an disoc’hoù en deus bet gant e strollad.
pennad A Elfennoù patogenel ha kleñvedoù dre-dreuzkas
Pal : Lakaat war-wel ha kompren diferadennoù an treuzkas kleñved eeun ha dre vektor hag ar c’hlaoustreoù a savont.
S4 dre hanter-strollad el labo 1. Klokaat un teul dre glask en un teul e brezhoneg (wikipedia viruz) ha klokaat un destenn db ar paludism diwar ur video e galleg.
N'eus ket a labour d'ober evit ar wech a-zeu.
raktreset S5 Taol-arnod dre strollad. Implijout ar mikroskop e surentez a-benn evezhiañ kelligoù diabarzh ar genou.
S6 Kentel klasad : oberourion ar c’hleñvedoù dre virus (VIH pe sars) ha dre bakteri. Reizhañ ar grafik.
S7 prouad. Labourioù da adwelet. Kentel da c'houzout. Grafik da c'houzout ober.
Raktres goude ar vakañsoù
S10 Rentañ an deverioù hag ober ar poent war an hanter trimiziad tremenet.
pennad B Mikrobiot ha yec’hed
Implijout an dresadenn-evezhiañ evit lakaat ar mikrobiot war-wel
Dielloù al levr evit digeriñ gant an hentenn skiantel
Thematic Structural organisation of life / Tem  Aozadur ar boudoù-bev hag o mont-en-dro
S11 Taol-arnod ha test : implijout ar mikroskop e surentez a-benn evezhiañ kelligoù elodea hag ar c’hloroplast enno - sevel un dresadenn-evezhiañ gwelloc’h eget an hini diwezhañ / Observe elodea cells by the optical microscop and draw a perfect observational drawing (better than last time already).
Hervez an amzer hag a chomo e vo evezhiet kelligoù goell/The same work can be done with the yeast cells
S12 Kentel. Aozadur ar vuhez. perzhioù boutin ar boudoù-bev. Sevel ur glasidigezh dre voestoù emboestet.
Sellet an deroù (6 mn)  Petra eo ar vuhez ? gant Science étonnante.
Perak ne soñj ket da skiantourien zo e vefe bev ar virus ?
S13 Taol-arnod. Evezhiañ kelligoù ognon ruz en dour dous hag ouzhpennañ dour holenaet. Tennañ ur poltred a-raok ha goude da lejañdiñ er sal.
S14 Kentel
ar gellig minimom hag ar wezenn filogenetek Lifemap - Welcome
An ognon ruz ha lejañdiñ ar poltriji e plasmoliz Quand la cellule gonfle et dégonfle : turgescence et plasmolyse – ASTRANTIA.NET – les SVT en prépa
Klokaat ur c'heñveriañ etre kelligoù loenel ha plantel
Kentel skrivet e brezhoneg ha/pe e saozneg
S15 gant an drioad c'hoariva
S16 Prouad abaoe S9
S19 TA Szg/Bzg metabolegezh ur plant heuliet gant ur sistem ASU. Delioù Elodea en dour gant pe hep gouloù. Sevel ur grafik dre capstone.
S20 Rentañ ha difaziañ ar prouad. Klokaat ar grafik hag e zielfennañ.Krogiñ da skrivañ ar gentel e Bzg ha/pe Szg
Arbennikadur ar c'helligoù ha koll o hollvarregezh Histologie et pathologie des organes (umontpellier.fr)
L'autre partie du cerveau : Yves Agid présente les cellules gliales aussi importantes que les neurones - Sciences et Avenir
Sevel gerioù kroaz
0 notes
svdlise · 8 months
Text
Science education 1añ 2023-2024
First task How has your chosen scientist contributed to science?
W3-4 work by groups W5 oral presentation
The goal over two weeks is to answer this question by translating information about a scientist from a written format to a visual or artistic format (infographic style).
Today and next week you will have one hour to do so and the following week, we will have short oral presentations (1 minute of speech per person). Your individual commitment, the scientific and artistic quality of your poster as well as the quality of your oral presentation will be taken into account for the marking.
Click here for more informations on infographics
Naja Ferjan Ramirez - Two Languages, One Developing Brain - 2021-22 Krost Symposium: Multilingualism - YouTube
0 notes
svdlise · 2 years
Text
Termen arbennikaet SVD
S1 P0 Degemer - Galv - ar bloavezh deiziataer da implijout
Parcoursup - An hentañ
an arnodennoù bak - ar program - an droiad
Bleunienn an hentañ
Sujedoù priziadennoù dre-skrid SVD
Bank sujedoù ECE 2024
Gallout a rit teurel ur sell ouzh ar sujedoù ECE 2023.
Vademecum ECE 2023
Penaos deskiñ e termen
S7P6 Rentañ poell 2 Andlau hag e reizhañ. Bak gwenn Penaos e brientiñ ? Petra a zo gortozet en ur skridaozadenn (poell 1 ar bak). Petra ober e-pad ar vakañsoù ?
Labour SVD d’ober en urzh e-pad ar vakañsoù  (Ar 4 labour kentañ a zo ret kuzuliet ar re 5 ha 6). Fur e vo ober an hini 7 a-raok an distro-skol ivez.
1. Kousket 8 eurvezh diouzh renk bemdez d’an nebeutañ
2. Mont d’ober sport - Dudiañ - Diskuizhañ - Dañsal - Soniñ - Kanañ ...
3. Tremen amzer gant ho familh hag ho mignoned
4. Pokañ tudoù-kozh an Nedeleg
5. Krogiñ da lakaat ho fri e Parcoursup
6. Lakaat urzh er c’hentelioù hag adwelet anezho
7. Sellet ouzh ar sujedoù 1 e geneteg ha prederiañ er steuñv hag a c’hellfe bezañ.
Tem An Douar, ar Vuhez hag aozadur ar vuhez
istem War-zu amzer geologel tremenet hor planedenn
tennad I An amzer diskoachet er reier (2,5 szh hag an droiad)
Ar pep pouezusañ gant Nathan
troiad geologiezh e rag enez Kraozon d’ar merc’her 13 ha d’ar yaou 14 S2P4-6
pennad A An amzer geologel
S1P1-2 Skeul stratigrafek ha lec’hiañ un nebeud darvoudoù pennañ
Tu zo deoc’h pellgargañ ar pennad PLS (pronote) db ar permian hag un diaporama dedennus diwar “enkadenn an dinaozored” er c’hretasean
pennad B Ar gronologiezh relativel
pennadig 1 Ober kronologiezh relativel dre urzhiadur geometrek ar gwiskadoù geologel
S1P2-3 Dizoloiñ poell ar gronologiezh relativel ha lakaat e-pleustr - Ar priñsipoù pennañ c’hoari gant Charles Lyell
evit S3P1 Adsevel istor geologel ar rezadenn kinniget.
pennadig 2 Ober kronologiezh relativel dre ar renabl fosil
S2P1-2 Lakaat war-wel fosiloù stratigrafek zo hag a zoarea an harz etre ar c’hretasean hag ar paleogen (ECE 19). Implijout al loupenn daoulagadel ha sevel un dresadenn-evezhiañ.
follenn-anavezout foraminifered
Displegañ mont-en-dro an ECE Sevenidigezh ur strategiezh
S2P3 Klokaat istor un rannvro ha reizhañ lodenn an ECE 19. Resisadurioù evit an droiad geologiezh. mont kuit 8e10 ha sac’h-kousket ezhomm.
S2 P4-6 Troiad geologiezh ha Sevel ar renta-kont 
adwelet darvoudoù pluton ha pillow-lavas (2 filmig dindan)
Stummadur ur pluton granitek
Stummadur pillow-lavas
pennad CH Ar gronologiezh absolut
S3P1-2 ECE 32
Implijout ar mikroskop polarizus e LPNA hag LPA a-benn anavezout mineralioù pennañ ar granit ha klokaat ur poltred numerek.
Follenn-anavezout mineraloù reier magmatek
pennad CH Ar gronologiezh absolut
S3P3 labour emren er sal urzhiataerezh gant adweladennoù db an oadañ dre ar c’harbon 14 ha dizoloiñ an oadañ dre ar Rb/Sr 
S3P4-5 Kentel teorikel. Skouer pleustrek dre baper. mennozh an diresisder. Peseurt doare prouad dre-skrid a c’hell bezañ db oadañ ?
S4P1 Echuiñ an ECE32 en ur jediñ oad ar granit dre open calc
Evit mont pelloc’h ...
Jean-Jacques Bahain, professeur au Muséum national d’Histoire naturelle, détaille les principales méthodes de datation utilisées
Prouadig S4P4-5
S5P4-5 Rentañ ar prouad. Displegañ ar skeul hag an evezhiadennoù. Difaziañ : Peseurt hentenn a zo da heuliañ evit dirouestlañ seurt poell bak ? kelaouet eus prouad heñvel S6P4-5
S6P4-5 Prouad bak poell 2 Andlau
S7P6 rentañ ar prouad-Reizhañ. Prientiñ ar bak gwenn. Gwiriañ e vo kaset ar renta-kont geologiezh e koulz mat.
tennad II Roudoù amzer tousmac’hus tremenet an Douar (1,5 szh)
S3P6 Digoradur Adweladennoù Aktivelezh diabarzh ar Voull-Zouar ha digoradur db istor an Alpoù 
S4P1-2 Dizoloiñ tolzennad ar Chenaillet dre ur video ha sevel ur chema-interpretiñ gant ar reier. Evezhiañ anezho holl hag adkavout ar mineraloù doareüs dre ar mikroskop. Implijout ur grafik gwask-temperadur.
troiad geologiezh e tolsennad ar Chenaillet
S4P3 Kentel sintetek
pennad A An domani kevandirel hag e oadoù
pennad B Ar meurvorioù aet da-get
pennad CH Roudoù torr ar c’hevandirioù ha digoradur ar meurvorioù
paleogeografiezh zen
Sklaer eo an traoù gant ar ministr evit ar bak, neuze adwelet ha donaat ar pennad rankimp ober.
ha ma fell deoc’h mont pelloc’h ....
Ar pep pouezusañ gant Nathan
Istor geologel Europa kornog
Planète-conférences - La géologie de la Bretagne raconte plus de 500 millions d'années
ul labour all hag e rimp goude marteze
istem Genetik hag emdroadur
tennad I Genotip an hiniennoù hag e orin (3,5 szh)
adwelet ar rannadurioù-kellig bet studiet e kentañ klas
pennad A Dalc’husted ar genom en hiniennoù : Stabilted genetek hag emdroadur klonel.
ar pep pouezusañ da c’houzout gant Nathan
S4 P6 Prouadig mitoz hag adwelet an anadennoù. tennañ diouto mennozh an dalc’husted genotip hag ar c’hlon.
S5P1-2 ; Ar pal pennañ a zo da vezañ en e vleud gant meiziad ar c’hlon
le corps humain est une mosaïque génétique
Er program e vez lennet : Comprendre la notion de clone à partir de divers exemples tirés de l’agriculture ou du domaine de la santé (cellules cancéreuses, lymphocytes B producteurs d’un seul anticorps, clones bactériens).
meur a skouer vo studiet ganeomp e-pad ar bloavezh :
Plant donaet a-galz vo e Gouennadur ar plant etre buhez fikset ha fiñvet
Henrietta Lacks evit ar c’hrignoù-bev (gwelet e kentañ ?)
NDM-1: les très sales bactéries de New Delhi Slate evit ar bakteri gant un TA PCR raktreset.
partenogenezenn evit al loened (evit ho titouriñ)
Kompren hag implijout meiziad ar c’hlon ‘ rimp gant ...
https://nextstrain.org/ evit ar virus
acces diwar-benn Stabilted genetek hag emdroadur klonel.
S5 P3 Skouerioù a emdroadur klonel. Jediñ an niver a gemmadurioù berniet en ur babig nevez-ganet. Tennañ mennozh an emdroadur klonel hag an is-klonoù.
S5P4-5 Kinnig ar program hag an deiziataer nevez. Geologiezh da-heul.
S5P6 Sevel gwezenn filogenetek variantoù sars diskoachet S5P1. Dizoloiñ poelladenn 2 ar bak gant skouer ar gen TERT (p30-31). Diell 3 da zielfennañ evit dilun.
S6P1-2 Dielfennañ dre ar munut diell 3 ar boelladenn a-benn labourat an hentenn skiantel evit ar prouad S6P4-5
pennad B Mesk ar genomoù da bep rummad : Gouennadur seksek an eukarioted
ar pep pouezusañ da c’houzout gant Nathan
Talking Glossary of Genomic and Genetic Terms
pennadig 1 Diazezoù ar gouennadur seksek da vestroniñ
S6P3 Adweladennoù kentañ meioz. Adwelet diazezoù ar fazennoù Haploïdek ha diploïdek. Pazennoù ar meioz. Pegoulz ar mesk .... Skouer kevrennad gwad ar sistem ABO kemeret
S6P6 Prouadig. Sevel meioz ha frouezhusadur en daolenn (skouer kg ABO ha sistem rhesus).
S7P1 Rentañ ar prouadig hag un nebeud diazezoù
S7P3 Kentel-diverrañ : ar pep pouezusañ da c’houzout.
pennadig 2 Liested allelek ar zigotoù
S7P3  jediñ an niver a zigotoù posubl / probablentez da vezañ ur zigot resis.
sujed bak 2023 db gevelled
Anomaliennoù kromozomek gant skouer an drizomiezh 21.
Betek amañ emañ ar program evit ar bak gwenn kentañ e S9. S11P3 Rentañ ar bak gwenn-reizhañ ha displegañ. poent trimiziad.
pennadig 3 Heuliañ treuzkas an alleloù er rummadoù
E-red meur a sizhunvezh e vo graet a-benn ma vefe empennet disoursi.
S7P1-2 Kadarnaat ar model gant ar gevrennad-gwad hag ar sistem rhesus. Degas ar c’henemglevioù skritur. Krogiñ gant ul labour hentet diwar ur c’hroaziadur dihibridism gant an drozofil.
S7P4-5 Labour hentet dre strolladoù bihan. Digeriñ an teir lezenn.
S8P1-2 Kenderc’hel al labour heñtet betek Model teorikel back-cross F1XK2.
S8P3 Implijout fiziablentez an disoc’hoù da-heul an TA S7P1-2 evit degas meiziad ar c’hiasma hag ar c’hrossing-over.
Skouer ECE 23-V1 ha Reizhadenn un ECE damheñvel
Ur boelladenn kadarnaat a raktresan goude ar BG
S8P6 evit kadarnaat gouizigezhioù ar c’hentañ klas. Sevel ur chema hag a zispleg ar model nevez gant ar genoù black ha vg.
Digeriñ ar gwallzarvoudoù kromozomek. Trizomiezh 21 a zo ar skouer da vestroniñ da-heul bezañ e labouret er bak gwenn 1.
S10P3 Kadarnaat gwallzarvoudoù genetek. Skouer familh liesgenek an opsin p 53 evit termeniñ ar familhoù liesgenek.
S19P4-5 Poell 1 er c’hlas Transmission d’une anomalie chromosomique dans toutes les cellules.
pennadig 4 Istor ar genetik, skiant an hêrelezh
S8P6 adskrivañ lezennoù Mendel.
https://www.pourlascience.fr/sd/histoire-sciences/du-mendelisme-a-la-genetique-3726.php
troidigezh Levr Mendel
The history of genetics
Crash course genetic
pennad CH Priñsipoù an epidemiologiezh genetek
1 ar mukovisidoz, ur c’hleñved monogenek aotozomek sujed
S8P4-5 Skouer ar mukovisidoz - Labour emren evit termeniñ ar c’hleñved en e holl skeulioù ha liamm ar c’hemmadur phe508del ouzh ar protein direizh. Dizoloiñ kemmadurioù all o tiorroiñ stummoù all ar c’hleñved. Asambles studial an treuzkas -monogenel - sujed - aotozomek testeni vaincre la muko allel direizh boutinañ ar mukovisidoz
S8P6 genoù er gonozom. Ne zouj ket ar c’hroziadurioù ouzh lezenn gentañ ar geneteg diwar mendel. Studial treuzkas ur gen (liv an daoulagad) douget gant kromozom X an drozofiled.  
2 Ar studiadennoù er familh
S9P3 Sevel model treuzkas un nebeud kleñvedoù monogenek (el levr). Kinnig ar model dre-gomz. Reizhañ amyotrophiezh bulbo-spinale diouzh ar munut (kendalc’het e S10P4).
3 An teknikoù a-vremañ sekañsiñ, PCR hag elektroforez
Gwelet gant an treuzkasoù horizontalek + TA PCR elektroforez S10P1-2
4 Uvelded, etik ha kilpreder
modelizadur matematikel
un abadenn kuzuliet gant Frank
https://www.radiofrance.fr/franceculture/podcasts/la-science-cqfd/stockage-de-donnees-et-adn-7818206
S10P3 Bilañs klokaet e galleg.
Mais qui donc a saboté la méiose ?
Barbara McClintock
S19P3 Rentañ poell 1 position relative des gènes sur 1 ou 2 chromosomes.
tennad II Liesseurtadur ha luziadur ar genomoù (1 szh)
ar pep pouezusañ da c’houzout gant Nathan
pennad A Liesseurtadur dre endosimbioz
S9P4 Kompren an endosimbioz
L'un des plus grands guerriers vikings était une femme
Adam et eve ont ils existé ?
evit mont pelloc’h ur pennad dedennus teorienn(où) an endosimbioz
S10P4 poell 2 p 74 reizhet
pennad B Liesseurtadur dre dreuzkasoù horizontalek
S10P1-2 Taol-arnod PCR war diskoachadur an antibiodalc’husted.
S10P3 Elektroforez skouer e-pad ar prantad.
S10P4 Implij disoc’hoù an elektroforez evit respont ouzh anken al labourerien-douar e stumm un ECE.
Penaos ez a sekañsadur an TDN en-dro ?
S9P5 studi an evezhiadennoù istorel
Griffith experiment
evit mont pelloc’h
Des protéines d’enveloppe rétrovirales capturées au profit du développement placentaire
Tu mourras moins bête
pennad Ch  Liesseurtadur biologel dre wallzarvoudoù genetek e-kerzh ar meioz
S10P3 Skouer ar familhoù liesgenek gant hini an opsin. Labouret e S10P4 ivez.
S22P4-5 Poell 2 e kondisionoù ar bak
tennad III Kresk ar bevliesseurted hep cheñchamantoù er genomoù
Ur bern skouerioù dedennus gant Nathan
le phénotype étendu hervez R. Dawkings
S10P5. Pep hini a zibab ur skouer a simbioz hag a ziverr e-peseurt keñver eo ur genwarezouriezh mutualist. Teuliad sevenadur chimpanze roet da lenn.
tennad IV Emdroadur ar genomoù er boblañsadoù (1 szh)
ar pep pouezusañ gant Nathan
Diazezet e vez war ouizigezhioù dizoloet e KS. Graet e vo e miz mae.
Tem Korf-den ha yec’hed
Da ziwall : N’eus ket a ziasterioù gant an tem-mañ daoust dezhañ bezañ pinvidik-tre e gouizigezhioù. Deskiñ ingal pep kentel (ar chemaioù dreistholl) a viro deoc’h bezañ sac’het gant nebeud.
istem Emzalc’hioù, fiñvoù ha sistem nervennel
Bilañs e galleg graet e S14P6
tennad I Digoradur
S10P6 Digoriñ an tem (10 mn)
S11P1-2 Labour-pleustrek ha taolioù-arnod a-benn lakaat diazezoù anatomek, kelligek ha fiziologel ar gehentadur nervennel.
S11P4 Reizhañ ar chemaioù ha dielfennañ TA Magendie
tennad II Ar refleks
ar pep pouezusañ gant Nathan
pennad A Spizverkoù ur refleks
S11P2 ha P4 Dielfennañ an elektromiogram a-benn lakaat spizverkoù ur refleks miotatek war-wel.
pennad B Rouedad kelligel ar refleks akilean
pennadig 1 Gwareg-reflektiñ ar refleks akilean
S11P3 Dizoloet dre ziduañ (elektromiogram) ha dre video hent an ober dre refleks. Klokaet ur gentel en un doare emren (sal urzhiataerezh).
pennadig 2 Kendoniañ mont en-dro ar c’higennoù antagonistel
S11P5 lakaat war-wel an tonus minimom dre studi elektromiogram (jendrassik) ha dizoloiñ aktivadur/inhibadur ar c’higennoù antagonistel
S12P1 Dizoloiñ an interneuron ha displegañ sinaps atizañ/inhibiñ Sevel un destenn displegit mont-en-dro kendoniet ar c’higennoù antagonistel warlerc’h ur stimulus war ar glin.
Pennad CH Natur, treuzkas ha kodadur ar gemennadenn nervennel
S12P1-2 Labour emren; A gevred e S12P3. Un diell evit donaat a-galz dindan :
http://mas.stephanie.free.fr/documents_bh/302_066_073%20trafic%20ds%20les%20neurones.pdf
pennadig 1 En neuron
S14P3 kentel.
pennadig 2 Er sinaps neuron-neuronek
S14P4-5 Kentel
S16P6 test geriaoueg
tennad III Empenn ha fiñvoù a-youl
ar pep pouezusañ gant Nathan tennad III ha IV asambles
pennad A Ar melpenn, an empenn, un organ kompleksel
S14P6
pennad B Hentoù an ober
S14P6 digoret.
S15 ezvezañt e vin abalamour (a-drugarez ?) d’an droiad c’hoariva. Labourioù emren a roin.
S16P1-2 ECE dre eduanatomist. Kavout orin ur gwallzarvoud ha tabutal war brarregezh da bareañ.
S16P4 Hentoù an ober hag integradur gant ar motoneuron.
S20P3 Rentañ poell 2 Amiotrofiezh spinel graet er gêr. Adwelet teknikoù anavezadur doubl gant an enepkorfoù. Da betra servij ober ur berrzastum ?
S19P6 test geriaoueg
tennad IV an Empenn, ur organ plastek met kizidik
pennad A La plasticité cérébrale
S15. Un digarez da sevel ha da bleustriñ evit ar (tatatataaaa) “Brezegenn veur”
https://www.digischool.fr/articles/lycee/bac-2023/grand-oral-exemples-sujets-svt-bac/
Ar skouer klasad a ginnigan deoc’h a vo un dra evel : “les AVC, causes et conséquences”.
Grit an enklaskoù e-pad ar sizhun a-benn dont da vezañ arbennikaet. Un test dre-gomz vo graet just a-raok ar vakañsoù. Skoazellet e c’hellfec’h bezañ gant Owen evit kompren penaos o anavezout ha penaos diarbennañ/louzouaouiñ/pareañ d’ar merc’her 13 da 9e30 er sal 3.
S16P3 Test dre-gomz : tremenet eo bet ar brezegenn veur-mañ ha savet goulennoù e klasad amgin
https://www.futura-sciences.com/sante/actualites/medecine-cerveau-fabrique-nouveaux-neurones-jusqua-90-ans-plus-35686/
Petra eo ar plastikelezh empennel ?
pennad B Sustañsoù bredoberiant hag emzougoù sujidigezh
S16P5 Diarbenniñ Kannab THC ha empenn ar grennarded. Ar pep pouezusañ da gaout soñj eo e zepand aozadur an empenn-gour eus e skiant-prenet e-pad ar yaouankiz/krennardiezh. Un empenn-gour a zo plastek ivez met n’eo ket kizidik kement.
S16P6 ar program
istem Seveniñ ur fiñv : Kurzhadur ar gigenn ha produadur energiezh
tennad I Ar gellig gigennel hag he struktur arbennikaet da aotre he berradur
Ar pep pouezusañ gant Nathan
pennad A Struktur ar gigenn, eus an organ d’ar molekul
S19P1-2 Diskejañ izili dindan ur ran evit lakaat war-wel ha diforc’hiañ kigenn ha stirenn, nervenn, eskern ... Sevel ul laonennad gant fibrennoù kigennel ha fibrennoù nervennel. Kenveriañ. Kentel gentañ eus an organ d’ar molekulennoù.
pennad B Argerzh ar c’hurzhadur, teorienn ar risklañ
S19P(3) ha P6 Termeniñ an ezhommoù hag ar c’helc’hiad.
pennadig 1 evezhiadennoù mikroskopek
pennadig 2 termenadur an ezhommoù d’ar c’hurzhadur
pennadig 3 Orin an ATP hag ar c’halsiom
pennadig 4 kelc’hiad ar c’hurzhañ
pennad CH An distrofi, kleñvedoù dijeneradur ar c’higennoù
S20P1-2 Studial ar c’hleñved dre zielloù ha video ha dre sujed 58 “l’origine d’une myopathie” adwelet implij anagen
S20P3 Goude bezañ reizhet test S19P4-5. Reizhañ disoc’hoù ar miopatiezh ha klokaat ar gentel. Klozañ argerzh ar c’hurzhadur. 
S20P6 test geriaoueg
S21P  Klokaat - Klozañ - Diverrañ
tennad II Orin an ATP ret evit ar c’hurzhadur kellig
S20P4-5-6 Kentel teorikel
Ar pep pouezusañ gant Nathan
Pennad A Petra eo an ATP ha penaos e zieub energiezh ?
Pennad B Nevezadur fonnus an ATP e-toug strivoù berr
Pennadig 1 Prim diwar koupladur gant ar fosfokreatin
Pennadig 2 Buan gant ar goadur
Pennad CH Nevezadur fonnus an ATP e-toug strivoù hir gant an analadur
pennadig 1 Ur sell hollek ouzh an analadur-kellig
pennadig 2 Kelc’hiad Krebs e matris ar vitokondrienn  
pennadig 2 Sevel an ATP en ur oksidañ an treuzkasourioù
S21P1-2 ECE gwenn-gwenn Direizhadur an analadur-kellig gant un ampoeson plant (sianur hidrogen). Diwar ECE 2023 n 59 kemmet. Labour daou-ha-daou e-pad div eurvezh.
pennad D An doperezh              
S21P3-4     pennad graet berr-ha-berr
S21P4 Klokaat - Klozañ - Diverrañ
S21P6 test geriaoueg
S21P4 Titouroù diwar-benn ar reiñ gwad, organoù, spermatozoid/ovosit ha mel-eskern. Displeget mont-en-dro ar roadur gwad evit ar re ouzhpenn 18.
tennad III Kontrol fonn ar glukoz, eien energiezh pennañ ar c’helligoù kigennel 
Ar pep pouezusañ gant Nathan
Pennad A Euvradur, dieubidigezh hag implij ar glukoz er c'horf-den
S21P5 Dielfennadennoù dre-gomz
pennadig 1 Ur parametr a-bouez : ar c'hlisemiezh
pennadig 2  Euvradur ha stokadur ar glukoz
pennadig 3 Dieubidigezh ar glukoz ha perzh an avu e reoliadur ar c'hlisemiezh
S22P1 lodenn deorikel (met  evezhiadenn mikrokopek gwiad avu ). Dre ziouer a zafar aes da gavout hag a riskl a stankadennoù e kasan an TA da S23P1-2 ECE 2023 niverenn 43 ha 13.
pennad B Ar c'hempouez hormonel o reoliañ ar c'hlisemiezh hag e direizhamantoù
pennadig 1  Perzh ar pankreas e reoliadur ar glisemiezh e live an organeg
pennadig 2 Reoliadur ar glisemiezh e live an organoù - kelligoù
S22P2 evezhiadenn mikrokopek gwiad pankreas, lakaet enezennad langerhans war-wel,Klokaet chemaioù ha kentel (un nebeud).
S22P3 Kentel stokadur ar glukoz. Perzh an insulin/glukagon war ar c’hlisemiezh - Perzh ar glukoz war an insulin-glukagon
Bak gwenn poell Betek amañ emañ ar program evit ar BG
S23P3 hag ar c’hontrefed - sistem-reoliañ ha kentel.
pennadig 3 Les diabètes insulinodépendant et non insulinodépendants S23P1-2. Enklaskoù dre strollad db an diabetoù ( Roet liamm Nathan evit kemer notennoù petra, piv, pelec’h, pegoulz, penaos, perak, pegement, pareañ ...) répondre par oral aux questions sur les recherches S23P3 Sujed bak poell roet evit ar re a rank ober 1 sujed poell 2.
Istem Emzalc’hioù ha stress : davet gweled hollekaet an organeg
tennad I Gouestoni emober an organeg
Ar pep pouezusañ gant Nathan
S24P1-2 ECE 2023 33 jediñ distok-tip, fiziablentez. Implijout exel evit lakaat an diasurted en diagram gant skoazell.
S24P3 Gweladenniñ an UBO. Lenn un destenn diwar-benn ar stress
S24P4 Rentañ bak gwenn dre-skrid. Displegañ an notenniñ hag ar reizhañ. Pouez ar steuñvennoù er sujedoù 1.
S24P5 Kentel stress da echuiñ e S25P3
S25P1 adwelet mont-en-dro opencalc hep skoazell. Interpretiñ an disoc’hoù.
tennad II Gouestoni an organeg beuzet gant an dalc’hoù
Ar pep pouezusañ gant Nathan
S25P2 Selaou an abadenn a-us. Sevel ur chema-keñveriañ mont-en-dro THC ha benzodiazepin. Studial ar chanol klor dre libmol. Ober ar sujed bak SVD 2014 metropole poell 2 “Mont-en-dro ar benzodiazepin”.
Tem Dalc’hoù bedel a-vremañ
istem Hinoù an Douar : kompren an amzer dremenet a-benn bezañ emskiant hag oberiant hiziv ha warc’hoazh
Film “l’histoire de la Terre “ roet da sellet e-pad ar vakañsoù-goañv evit kaout ur sell hollek.
S25P4 digoradur- Adwelet an efed ti-gwer hag emdroadur an atmosferenn abaoe 4Gb. Kadarnaat anaoudegezhioù ar c’helenn skiantel.
tennad I Adsevel ha kompren variadurioù tremenet an hinoù
Une brève histoire du climat de la Terre
Ar pep pouezusañ gant Nathan 1/2
Ar pep pouezusañ gant Nathan 2/2
pennad 1 Variadurioù an hin er senozoeg
pennadig a Ur sell hollek da gentañ
S25P6 kroget. Kendalc’het e S28P3
Ur mare tomm aet war yenaat ha gant variadurioù bras abaoe 1Mb
pennadig b Abaoe 150 bloaz
Diazezet war ar gelenn skiantel : Obererezh mab-den a implij mammennoù fosil hag a gas gazoù a efed ti-gwer en atmosferenn hag a gresk an efed ti-gwer hag a dommañ ar blanedenn hag a gas da cheñchamantoù an hin bedel hag a sav kemmoù liesseurt.
pennadig ch Etre - 120 000 ha - 11 000 bloaz
S28P1-2 Sujed ECE 2023 35.
S28P3-4
pennadig c’h Parametroù astronomek an Douar a zispleg variadurioù hin etre - 2,6 Mb hag hiziv
S28P4
 Les cycles de Milankovitch et les changements climatiques
pennadig d Emdroadur an hinoù etre - 66 Mb da - 6,6 Mb
S28P5
Spécialité SVT (Métropole France 1) - Bac 2021
pennad 2 Ur maread tomm e istor an Douar eo ar Mezozoeg (-252,2 da – 66 Mb)
S29P1-2 Diduañ ar paoter CO2 hag an temperadur diouzh an iñdis stomatek.
S29P3 (troiad c’hoariva ganin) Kit da sellet ar sujedoù ECE 2024. Pellgargit an teuliadoù evit ar brezegenn veur.
pennadig a Petra eo an iñdisoù hag a aotre ac’hanomp da c’houzout ?
pennadig b peseurt faktorioù a zisplegfe ar maread tomm -mañ ?
S29P2 Sevel ur chema eus ar retrobererzhioù e-pad ar mezozoeg
pennad 3 Roudoù mareadoù skornerezh strizh er palezoeg (-541 Mb da -252,2 Mb)
S29P6 kentel-klozañ
pennadig a Petra eo an iñdisoù hag a aotre ac’hanomp da c’houzout ?
pennadig b Peseurt faktorioù a zispleg ar maread yen-mañ ?
sujed bak poell 2 Snowball earth pe ur sujed all.
tennad II Kompren heuliadoù tommadur an hin hag ar pezh a c’hellomp ober
S29P4-5 er sal urzhiataerezh
1. Ober ar quizz efed ti-gwer er bajennad-mañ
2. Digoriñ houmañ ha sellet ouzh an tuto
Implijit EducSco evit studial emdroadur temperadurioù ul lec’h eus ar bed. Savit ur renta-kont div bajennad, grafikoù ennañ, gant displegadennoù.
istem Eus ar plant gouez d’ar plant doñvaet          
tennad O ha IV Doñvadur ar plant
ar pep pouezusañ gant Nathan
S30-S33 betek ar Vakañsoù Pask.
e miz Mae e vo klozet ar geologiezh hag ar geneteg.
Tem An Douar, ar Vuhez hag aozadur ar vuhez
istem War-zu amzer geologel tremenet hor planedenn
tennad I An amzer diskoachet er reier S1 da S3
tennad II Roudoù amzer tousmac’hus tremenet an Douar S4 ha S38
istem Genetik hag emdroadur
tennad I Genotip an hiniennoù hag e orin etre S5 ha S7
tennad II Liesseurtadur ha luziadur ar genomoù S10
tennad III Kresk ar bevliested hep cheñchamantoù er genomoù S11
tennad III Emdroadur ar genomoù er boblañsadoù S37
Tem Korf-den ha yec’hed
istem Emzalc’hioù, fiñvoù ha sistem nervennel
tennad I Digoradur S12
tennad II Ar refleks etre S12 ha S13
tennad III Empenn ha fiñvoù a-youl S14 ha S15
troiad c’hoariva a vo kredapl ar sizhunvezh-mañ. Ul labour emren a roin deoc’h ha sevel hor prezegenn veur kentañ : AVC, causes et conséquences.
tennad IV an Empenn, ur organ plastek met kizidik S16
istem Seveniñ ur fiñv : Kurzhadur ar gigenn ha produadur energiezh
tennad I Ar gellig gigennel hag he struktur arbennikaet da aotre he berradur S19
tennad II Orin an ATP ret evit ar c’hurzhadur kellig S20
tennad III Kontrol fonn ar glukoz, eien energiezh pennañ ar c’helligoù kigennel S21 ha S22
istem Emzalc’hioù ha stress : davet gweled hollekaet an organeg
tennad I Gouestoni emober an organeg S24
tennad II Gouestoni an organeg beuzet gant an dalc’hoù S25
Tem Dalc’hoù bedel a-vremañ
istem Hinoù an Douar : kompren an amzer dremenet a-benn bezañ emskiant hag oberiant hiziv ha warc’hoazh
tennad I Adsevel ha kompren variadurioù tremenet an hinoù S28 ha S29
tennad II Kompren heuliadoù tommadur an hin hag ar pezh a c’hellomp ober S30
istem Eus ar plant gouez d’ar plant doñvaet
tennad I Aozadur fonksionel ar plant bleuñvek S30
tennad II Produer materi organek eo ar plant S31
tennad III Gouennadur ar plant etre buhez fikset ha fiñvet S32
tennad IV Doñvadur ar plant S33
tennad I Aozadur fonksionel ar plant bleuñvek
Ar pep pouezusañ gant Nathan
Pennad A Petra eo ur blantenn ?   S19P2-3 ha P6
pennadig a O flas er filogeniezh
pennadig b 3 sistem pennañ evit bevañ e interfas an an douar hag an aer
S19P4-5 Livadur ar gwiadoù plant. Prantad dibar ‘blam’ d’ar bak gwenn. 50% al liseidi ezvezañt. Dor digor evit degemer ar gentaidi. Jediñ gorread diouzh ar mas gant Mesurim 2 ha gant program Python sikouret gant Gweltaz.
Pennad B Penaos e kresk ur blantenn ? S20 P1
pennadig a E-pelec’h emañ lec’hioù kreskiñ ar plant ?
pennadig b Penaos eo kontrollet kresk ur blantenn ?
tennad II Produer materi organek a-gentañ-renk eo ar plant
Ar pep pouezusañ gant Nathan
pennad A Ar fotosintezenn S20 P2
pennadig 1 He fal, produiñ materi organek
pennadig 2 He mont-en-dro, reaktadurioù ar fotosintezenn
pennadig 3 Perzh ar pigmantoù
pennad B Dazont ar materi organek sintezennet S20 P4
pennadig 1 Sintezekadur molekulennoù bihan
pennadig 2 Sintezekadur molekulennoù bras lakaet e pourvez
pennadig 3 Sintezekadur molekulennoù skor
pennadig 4 Sintezekadur molekulennoù a-eil
ur chema-bilañs evit adwelet
pennad CH Interaktadennoù plant-Loen S20 P5
pennadig 1 interaktadennoù kenwarez
pennadig 2 interaktadennoù enebour
tennad III Gouennadur ar plant etre buhez fikset ha fiñvet S21
ar pep pouezusañ gant Nathan
Pennad A La reproduction asexuée
Pennad B. La reproduction sexuée des Angiospermes
pennadig 1 La fleur des Angiospermes : un organe adapté à la fécondation
pennadig 2 La fécondation et ses modalités
pennadig 3 Relations mutualistes avec les animaux
pennadig 4 Le devenir et le transport des graines
tennad IV Doñvadur ar plant
ar pep pouezusañ gant Nathan
daoust d’ar pennad-mañ bezañ ul lodenn vat eus ar plantoù a-vremañ, ne dalvezo ket evit arnodenn miz meurzh. Studiet e vo ganeomp goude.
1 note · View note
svdlise · 2 years
Text
hentañ-heuliañ ha muioc’h
un nebeud lec’hiennoù talvoudus dindan :
https://www.motocultor-festival.com/benevoles/
european olympiad of experimental science
selektadur ha mont-en-dro
procédure d’accès
modèle de convocation
tutoriel logiciel
chadenn yt tutorat PASS Brest
Deiziataer an arnodennoù
Chema ar studioù uhel - Lec’hienn Onisep
0 notes
svdlise · 2 years
Text
CRPE
Prientiñ ar genstrivadeg
Enseigner de la maternelle à l'élémentaire : le CRPE *
La réforme du CRPE 2022 – Les épreuves
Programmes des concours de recrutement de professeurs des écoles de la session 2022
CRPE 2022 les Sujets des Épreuves d’admissibilité
CRPE 2022 - Correction de l'épreuve d'application : Sciences
Replay CRPE : Réussir l'épreuve de Sciences et Technologie !
Initiation à la programmation
Kelenn
Programmes et horaires à l'école élémentaire
J'enseigne
Staliañ scratch
https://scratch.mit.edu/
https://pedagogie.ac-reims.fr/index.php/mathematiques-c4/enseigner-maths-c4/item/4008-activites-scratch
algoritmik la main à la pâte
https://fr.vittascience.com/
Klasañ ar boudoù-bev
Kounskrid Master
Pellgargañ ar poellad Phylogenia
Diorren padus
https://www.wwf.ch/fr/vie-durable/calculateur-d-empreinte-ecologique
Concours de recrutements et examens professionnels d'avancement de grade - session 2021
L'épreuve de mise en situation professionnelle (dossier) du Concours de Recrutement de Professeurs des Écoles
Blog implijapl e-touez ur bern reoù all
forum
ac-rennes
deiziataer
anavezout ar skol
sujedoù arnodennoù
renta-kont juri 2019
programoù skiantoù ha teknologiezh er skol
https://cache.media.eduscol.education.fr/file/A-Scolarite_obligatoire/37/5/Programme2020_cycle_3_comparatif_1313375.pdf
https://eduscol.education.fr/pid34183/sciences-et-technologie.html
https://sciencesdelavieetdelaterre93.wordpress.com/category/espace-4eme/chapitre-1-4eme-lactivite-interne-de-la-terre-et-risques-pour-letre-humain/
HTTP://marine.meteoconsult.fr/cartes-meteo-marine/frontologie-1.php
https://eduscol.education.fr/cid48570/les-sorties-scolaires-dans-le-premier-degre.html
http://edu.mnhn.fr/mod/page/view.php?id=1281
Kelenn ar bevliesseurted
https://cache.media.eduscol.education.fr/file/Matiere/28/2/07-RA16_C3_SCTE_1_diversite_matiere_635282.pdf
https://www.pedagogie.ac-aix-marseille.fr/upload/docs/application/pdf/2018-09/sequence_brne_digitheque_le_mouvement_c3.pdf
https://www2.espe.u-bourgogne.fr/doc/memoire/mem2004/04_03STA00106.pdf
https://eduscol.education.fr/pid39221/education-a-l-alimentation-et-au-gout.html
https://www.foodinaction.com/
https://eduscol.education.fr/cid46850/ressources-thematiques.html
https://matilda.education/app/course/
0 notes
svdlise · 2 years
Text
Stal Okeanografiezh
CPGE - Philippe Thébault - Les effets de marée dans le système solaire
Données d'Observations pour la Reconnaissance et l'Identification de la faune et la flore Subaquatiques
Biodiv'Bretagne, une plateforme pour des données naturalistes en Bretagne
L'univers corallien
https://www.msdmanuals.com/fr/accueil/troubles-du-cerveau,-de-la-moelle-%C3%A9pini%C3%A8re-et-des-nerfs/sympt%C3%B4mes-des-maladies-du-cerveau-de-la-moelle-%C3%A9pini%C3%A8re-et-des-nerfs/crampes-musculaires 
0 notes
svdlise · 3 years
Text
Penaos bezañ perzh er c’hentelioù dre jitsi
https://meet.jit.si/svdlise
Klikit war al liamm a-us d’an eur skrivet war hoc’h implij-amzer.
Lakait ul lez-anv evit liammañ d‘an emvod. N’oc’h ket rediet da lakaat na kamera, na mikro met gallout a rit sevel goulennoù dre ar forom.
0 notes
svdlise · 3 years
Text
Life and Earth Science Second grade
first week World Conservation Congress and some “scientifics conferences”
second week project one #élèvetonblob with Thomas Pesquet what is a blob
                        project two study of nesting bird
Build your crosswords puzzle
Third week  A walk in the countryside. Complete a report of your observations
Fourth week Use the microscope and build a drawing. Complete and give the report,
Fifth week Use the microscope and build an observational drawing
Work in the library : Watch the video and, each one of you, answer to the questions below on a separate sheet with your name and give it to me:
Unicellular and Multicellular beings 🧬🧫 | Educational Videos For Kids
What is the names and the main feature (characteristic) of the single cell organism ?
What should they be able to do so ?
Give some examples of unicellulars and their relationship with us.
What is a multicellular organism  ?
Are all cells in the multicellular organism alive? Argue about it.
Our body is made up of cells, systems, organs and tissues. Explain the relationship between these different terms
You can watch at this one too ...
How and why single cell organisms evolved into multicellular life
Sixth week
[Audrey Dussutour] Le Blob
seventh week
Cell Size and Scale
8 ill
9 eukaryotic vs prokaryotic multicellular vs unicellular
10 test
https://www.scientificamerican.com/education-and-learning/bring-science-home/?page=1
11 Rosalind Franklin
How to make a baby dinosaure
https://serendipstudio.org/exchange/bioactivities/proteins
14 Discussion : Should dinosaurs have to bet cloned ?
https://revolutionpositive.fr/experience-interdite-relations-sociales-bonheur/
https://writefreely.alpharius.io/bibliotheque/les-enfants-de-ceausescu
15 follenn-anavezout foraminifered
16 Kentel gant Gwenaël
17
https://www.scientificamerican.com/article/watch-yeast-live-breathe/?print=true
https://www.youtube.com/watch?v=xCNnrSVqlek
The creation of the humanoids
The island earth
The phantom planet
Unknown world
Batlle beyond the sun
https://www.letudiant.fr/lycee/specialites-bac-general/article/reforme-lycee-quelles-specialites-pour-quelles-etudes.html
22 https://www.youtube.com/watch?v=SfoRaVvlK0I
Who will be master of sex? Test and improve your sex knowledge here.
Start with this one and choose one or more. You have to do the anatomy quiz
https://216teens.org/for-fun/
Try this one now and tell LomiG your result.
https://www.women.com/michellenati/high-school-sex-ed-quiz-010719
Sex secure without Sexually Transmitted Infections or Diseases (STDs)
https://www.mysafetysign.com/std-quiz-high-school-students
Which method of contraception suits you ? - NHS
https://www.nhs.uk/conditions/contraception/which-method-suits-me/
S24 https://questionsexualite.fr/choisir-sa-contraception/ma-contraception-et-moi/tableau-comparatif-pour-vous-guider-dans-votre-choix-de-contraception
S25 https://www.storyboardthat.com/storyboard-creator
https://www.buzzfeed.com/daniellaemanuel/high-school-sex-ed-quiz
0 notes
svdlise · 4 years
Text
Eilvet SVD e brezhoneg
An titloù da-heul a vo reoù ar bloavezh met cheñchamantoù a c’hello bezañ kement en o anvioù hag en o liveoù. Ne ziskouezont ket an urzh a vo heuliet. Lakaet eo bet ur mennozh eus an amzer a vo gouestlet dezho. 
S0 digoradur ar bloavezh ha eskemm diwar-benn ar bandemiezh
S1 troiad war ar maez evit dizoloiñ ar biotopoù hag an agrosistemoù
Tem An Douar, ar Vuhez hag Aozadur ar vuhez (12 sizhunvezh)
S7 Digoradur. Prientiñ ur gael gerioù-kroaz hag a servij da destig
film espèce d’espèce
Sevel gerioù kroaz
tennad I Aozadur ar boudoù-bev hag o mont-en-dro
S8 Ober e c’hael gerioù-kroaz hag a servij da destig
Studial Aozadur ha mont-en-dro ar paramesi
https://www.youtube.com/watch?v=pahUt0RCKYc
https://www.youtube.com/watch?v=Qb0L7SnF9y0&hl=en&hd=1
S9 reizhañ ha testiñ ar gael gerioù-kroaz. Sevel ur chema fonksionel.
pennad A An organeg lieskelligek a zo aozet diwar kelligoù arbennikaet
S10 prouadig gael gerioù-kroaz. Evezhiañ korfadur an Elode ha sevel un dresadenn-evezhiañ.
S11 Labour emren gant ar poellad cellule 1
S11 LP war baper. Studial aozadur korf ul loen lieskelligek.
S12 Labour emren Sevel ur chema-interpretiñ eus ar gellig Elode en ur ziskouez enni ar pezh a vez gwelet, ar pezh a vez divinet hag ar pezh a vez diduet. HA, warlerc’h bezañ echuet al labour-pleustr, aozañ skeudennoù al labour 5 e urzh ar mentoù.
Ergerzhout ar gellig loen e 3D
S18 Prouad
pennad B Mont-en-dro ar boudoù-bev a vez graet gant reaktadurioù kimiek
S19 Kentel dre jitsi (nebeud a dud)
S20 Taol-arnod dre strollad Metabolegezh ar goell
S21 Kentel ha taol-arnod klasad Metabolegezh ar goell
Setu dindan an disoc’hoù da bellgargañ, da voulañ/kopiañ, Pegañ/Tresañ ha lejañdiñ titl, urzhiennoù ha maneadennoù vs darvoudoù.
Tumblr media Tumblr media Tumblr media
tennad II Ar bevliested a zo un disoc’h hag ur prantad eus an emdroadur
pennad A Ar bevliested hag e liveoù-studi
S22 troiad er-maez dizoloiñ liested ar plant - Sevel ul louzouaoueg
S23 Vizio ha labour er gêr. Tennañ poltriji (20 d’an nebeutañ) eus un dachenn a-benn sevel un time lapse (hemañ a vo graet el labo).
pennad B Cheñch a ra ar bevliested e-kerzh an amzer
pennad CH Emdroadur ar bevliested diwar an nerzhioù-selektiñ ouzh ar poblañsadoù
pennad C’H Kehentadur er spesad ha selektadur seksel
Tem Dalc’hoù a-vremañ (9 sizhunvezh)
tennad I Geoskiantoù ha dinamik ar maezioù
pennad A Ar rimierezh, mont-en-dro ha disoc’h
pennad B Ar gouelezennadur diouzh ar meteier
pennad CH Rimierezh hag oberiantiz mab-den
tennad II Agrosistemoù ha diorroen padus
pennad A Struktur ha mont-en-dro an agrosistemoù
pennad B Al leur-douar hag ar produadur biomas
pennad CH war-zu mererezh padus an agrosistemoù
Tem Korf-den ha yec’hed (9 sizhunvezh)
tennad I Hiliadur ha sekselezh-den
pennad A Ar c’horf-den eus ar frouezhusadur d’ar gaezouregezh
pennad B Empenn, plijadur ha sekselezh
pennad CH Hormon hag hiliadur
tennad II Mikro-organegoù ha yec’hed
pennad A Elfennoù patogenel ha kleñvedoù dre-dreuzkas
S2 Evezhiadenn vikroskopek kelligoù epitelioù ar genoù hag ar bakteri komensal ganeomp. Lejañdiñ ur poltred numerek
pennad B Mikrobiot ha yec’hed
S3 Kentel an tennad. Evezhiadenn vikroskopek kelligoù fungi (goell war rezin ha fungi war voued) boud unkelligek ha lieskelligek (hep pouezañ). LP enklask db pouezusted ar mikrobiot ennomp. D’ober : sevel ur sintezenn eus al labour.
0 notes
svdlise · 4 years
Text
Kentañ skiantoù lodenn SVD
1 eurvezh ar sizhun gant Frank (lodenn fizik-kimiezh) hag 1 eurvezh ar sizhun gant Lomig (lodenn SVD).
S0 Degemer ha preder diwar-benn ar pandemiezhioù
Meiziad Ar gellig, ur struktur kompleksel
S1 Beaj da vihan-anfin ar vuhez. Urzhiañ an tresoù, lakaat anv ha ment dezho ha sellout ouzh ar video dindan en ur notiñ an tri mennozh pennañ eus teorienn ar gellig ha titouroù diwar-benn an dud perzh en he stummidigezh.
prouadig-souezh a-benn priziañ an displegañ hag ar preder skiantel
The wacky history of cell theory
S2 Diwar ar video, adkavout an tudennoù pennañ (en deorienn-se ha diwar testennoù istorel (lec’hienn Gallica) adsevel an daou vennozh kentañ eus an deorienn kelligel :
- Kement boud-bev a zo a zo savet diwar kelligoù.
- Ar gellig eo an unanenn struktur ha fonksion ar boudoù-bev.
S3 Labourat diwar-benn an tabut etre Pouchet ha Pasteur a-benn kadarnaat an trede mennozh degaset gant Virchow.
- Kement kellig zo a deu diwar ur gellig all.
S4 - S5 Klañv
S6 Rentañ an dever ha displegañ ar priziañ. Digoriñ diwar-benn ar goc’henn blasmek.
S8 Klozañ ar goc’henn blasmek. Digoriñ tem an heol gant adweladennoù.
evit hunvreal (diret)
The inner life of the cell
Meiziad An Heol, hor mammenn energiezh
S9 Skinadur energiezh an Heol ouzh ar planedennoù
S11 Dodenn an albedo - poelladennoù
S14 efed ti gwer gant C’est pas sorcier
efed ti gwer gant allo prof
efed ti-gwer gant l’esprit sorcier
Petra eo ar fotosintezenn gant Françis Hallé
svdeilvbet
0 notes
svdlise · 4 years
Text
Kentañ arbennikadur SVD
S0 Kinnig an arbennikadur
Tem Korf-den ha yec’hed
the conversation
istem Mont-en-dro ar sistem immunizel-den
La vie Les sentinelles du corps
(5 ,5 sizhunvezh)
tennad I Implij an immunizelezh er vedesinerezh evit gwareziñ ar yec’hed
S1P1 Implijout ur model analogel a-benn dreveziñ red un epidemiezh
d’ober : ur renta-kont dre strollad hag ur grafik pep hini
S1P2 Dielfennañ grafikoù diwar-benn ar ruzell liammet gant ar vaksinadur
Evit ar re mennet da welet ar modeloù matematikel implijet
modelizadur mat cnrs model SIR
modelizadur analogel inserm
pennad A Ar vaksinadur hag ar golo-gwarez
d’ober evit ar sizhun a-zeu : lenn ar pennad da-heul
Ar redadeg warlerc’h ur vaksin
pennad B An Immunoterapiezh, un hentenn parean nevez
D’ober evit S4 : Lenn ar pennad da-heul
https://www.cancer.be/le-cancer/traitements/immunoth-rapie/limmunoth-rapie-antitumorale-comment-apprendre-au-cancer-d
tennad II An immunizelezh a-gent
S4 graet evel kentel. Pleustriñ evit dielfennañ ur grafik.
pennad A Azonoù reaktadurioù an difennoù kentañ
pennad B Prantadoù ar reaktadur tanijenn
pennad CH Digreskiñ an azonoù direnkus dre louzeier
tennad III An Immunizelezh azasaat
S8
pennad A Al limfositennoù : Leukositennoù arbennikaet an immunizelezh asazaat
pennadig 1 Produadur kelligoù arbennikaet spizverkus eus un elfenn batogenel
pennadig 2 Al limfositennoù T ha distruj ar c’helligoù direizh
pennadig 3 Al limfositennoù B ha distruj an enepgenoù
pennad B Ur c’henlabour etre al limfositennoù
Tem An Douar, ar vuhez hag urzhiadur ar vuhez : Treuzkas, variusted hag eztaoladur ar glad genetek
Gant Gwenaël - 7 sizhunvezh
Tem Dinamik diabarzh an Douar
S21 Digoradur Istor dizoloadur tektonik ar plakennoù
7 sizhunvezh
tennad I Struktur ar Voull-Zouar
pennad A Tachenn veurvorel ha tachenn gevandirel, an diforc’hioù er C’hrestenennoù
pennadig 1 Uhelder ha donder ar grestenenn
S21 gant profil crustal
pennadig 2 Ar reier o sevel ar grestenenn
S21 daoulagad, loupenn ha mikroskop / Douester ar reier.
pennad B Ar studiadennoù sismek ha struktur diabarzh ar Voull-Zouar
Pennadig 1 Petra eo ur seism ?
Pennadig 2 An digendalc'hustedoù lakaet war-wel
pennadig 3 An heterogenezhioù termek lakaet war-wel gant an tomografiezh sismek
tennad II Dinamik al litosferenn
pennad A Ar fiñvoù divergus
pennad B Ar fiñvoù konvergus
pennadig 1 Ar zonennoù subduktiñ
pennadig 2 Ar zonennoù kenstokañ
0 notes
svdlise · 5 years
Text
Euro section
https://scied.ucar.edu/planetary-energy-balance-temperature-calculate
https://scied.ucar.edu/
https://www.youtube.com/watch?v=E7NYmDGEH80
https://www.youtube.com/watch?v=_F5Q2DLaNDw
0 notes
svdlise · 5 years
Text
C’hoariva eilvet
Ar c’hoariva en henamzer
les perses eschyles
Oedipe roi sophocle
les troyennes Euripide
0 notes
svdlise · 10 years
Text
Skoazell - Hentañ
Setu ur blog evit ho skoazell da vont war-raok.
Skrivit din ma fell deoc'h da [email protected]
Atersadennoù tud gant micherioù liammet gant an SVD
Étienne Klein : la structure fondamentale de la matière : le boson de higgs
1 note · View note
svdlise · 10 years
Text
An dielloù diazez a-bouez evit pep hini
Da enrollañ en ho alc'hwez USB
https://www.assistancescolaire.com/eleve/terminale
http://www.brezhoneg21.com/geriadurGB.php
Setu ul liamm davet un nebeud a fichennoù teknik
Sevel un dresadenn-evezhiañ https://archive.org/details/AnDresadennEvezhia_201402
Implijout ar mikroskop optikel https://archive.org/details/ArMikroskopiezhOptikel
Anavezout mineraloù dre an daoulagad
http://www.groupes.polymtl.ca/glq1100/mineraux/identification.html
Anavezout mineraloù eus ar vetamorfegezh gant ar mikroskop
http://www2.ac-toulouse.fr/svt/serveur/geoltheque/pages/fenetre_gavarnie/Planche_mineraux_anatexie.pdf
https://planet-vie.ens.fr/thematiques/themes-transversaux/ressources-de-planet-vie-pour-les-nouveaux-programmes-de-lycee
1 note · View note